Info : SECURITE DES ENFANTS AUX ABORDS DES TRANSPORTS SCOLAIRES : NECESSITE DU PORT DE GILET HAUTE VISIBILITE- LA BOITE AUX LETTRES DU PERE-NOEL EST EN PLACE - LE COMPTE A REBOURS EST LANCE

Rechercher

fermer
photo Kawan

Kawan

Accueil > Kawan
chouette
Partager :

Deuet mat oc’h e Kawan !

Lañs zo gant Kawan hep paouez meur a zek vloaz zo : 844 a dud a oa enni e 1968 hag en deiz a hirie zo 1600. Etre Lannuon ha Gwengamp emañ, tost ouzh ar mor, perzhioù mat he deus, sur ha neket marteze.

Sachañ a ra tud abalamour m’eo stank ar servijoù enni, koulz publik ha prevez : ar skol, ar servij bugale-yaouankiz, ar vediaoueg, ar c’hoariaoueg, ar servijoù yec’hed, an ofis noter, ar bank, ar stalioù nes… Ha marc’had bep sizhun d’ar Meurzh, abaoe miz Meurzh 2021.

Abaoe 2019 hon eus bodet servijoù an ti-kêr, an ajañs-post ha Ti ar Servijoù d’an dud en ul lec’h hepken. D’ar 1añ a viz Genver 2023 e oa bet roet al label Ti Frañs Servijoù d’an ti-se ma c’hall an dud a zo o chom e kornad Kawan kavout sikour evit o darempredoù gant ar servijoù melestradurel.

Evit a sell ouzh ar sevel-tiez, gwerzhet zo 33 lodenn en ur ober un toullad mizioù evit lodennaoueg Keruhelañ gant KEK Lannuon-Treger, ha memes tra mod evit an 9 lodenn ac’h ay d’ober ul lodennaoueg prevez. Gwelet a reer sklaer aze e vez sachet tud etrezek hon c’humun. Peogwir zo graet berzh gant an 2 lodennaoueg-se, emaomp o labourat er mareoù-mañ evit lañsañ unan all, 38 lodenn enni.

Gant Tachenn Labourerezh Kerviged, meret gant Lannuon-Treger Kumuniezh, e vez sikouret kalz reiñ lañs da gornad Kawan. Tremen 40 stal zo staliet enni, lec’h ma labour 350 a dud. E-sell e vezer d’ober un astenn 9 hektar dezhi. Ouzhpenn ar stalioù kenwerzh hag artizanerezh ec’h eo pouezus al labour-douar e Kawan bepred, pa zo 16 plas enni.

Ur perzh eus ar gwellañ eo ivez pa zo tost da 40 a gevredigezhioù lañs gante amañ, d’an dud kozh ha yaouank da gavout traoù d’ober diouzh o mod war a bep seurt tachennoù. Ha brudet-kaer eo Kawan e Bro-Dreger a-bezh gras da Di ar Vro.

Gallout a ra tout ar c’hevredigezhioù-se en em harpañ war an ostilhoù a galite a vez pourchaset dezhe gant ar gumun, dezhe da gas o oberoù da benn evel zo dleet (an dachenn sport, Ti an Arzoù, Traoñienn an Arzoù, an dachenn liessport, al levraoueg-mediaoueg, sal ar gouelioù, an alezioù bouloù, sal ar sportoù..).

Lañs a vez gant ar c’hevredigezhioù-se e servij an dud gras da labour an dud a-youl-vat a fell dimp trugarekaat.

Ur gumun buhez ha birvilh enni eo Kawan. Roet zo bec’h gant tout ar skipailhoù a zo bet an eil war-lerc’h egile e penn ar gumun abalamour dezhi da sachañ ha da zegemer muioc’h-mui a dud

Maurice OFFRET, maer Kawan